Elesbed Aostria (rouanez Danmark)
- Ur bajenn disheñvelout Elesbed Aostria zo ivez.
Elisabet af Østrig (e daneg), pe Isabel de Austria (e spagnoleg), pe Elesbed Aostria, pe Izabel Aostria, pe Kastilha, pe Bourgogn, pe Habsburg, ganet e Brusel e 1501 ha marvet e Zwijnaarde e 1526, a oa arc'hdugez Aostria, infantez Kastilha, rouanez Danmark hag Unvaniezh Kalmar (ma oa Sveden ha Norge ouzhpenn), pried da Christian II (Danmark).
Merc'h e oa da Fulup Iañ Kastilha, lesanvet el Hermoso (an Hini Kaer), ha d'ar rouanez Juana de Castilla, anavezet evel Juana la Loca (Janed ar Follez) .
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Isabel a oa eil merc'h he zud, arc'hduged Aostria ha duged Bourgogn da neuze. He zad, a oa Fulup Kastilha, hag he mamm, Juana, a zegouezho dezhi, da varv he zud, kurunennoù div rouantelezh: rouantelezh Aragon ha rouantelezh Kastilha.
Dont a rae hec'h anv eus hini he mamm-gozh, Izabel ar Gatolikez, rouanez Kastilha. Evel ma oa mennad an Tiegezh Habsbourg kreskiñ e zouaroù en hanternoz Europa e voe dibabet Isabel da vont da zimeziñ d'ar roue Kristian II, a oa war un dro roue Danmark, ha hini Norge, hag a oa o klask tapout kurunenn Sveden ouzhpenn. E miz Eost 1515 e voe graet an eured e Kopenhagen.
Da gentañ e oa tenn ha diaes an darempred etre an daou bried, dre ma ne ouie ket ar rouanez komz daneg, ma ranke ar roue komz outi gant jubennourien. Buan avat e teskas he yezh nevez, ma voe plijet he sujidi. Ouzhpenn-se e oa tommoc'h ar roue ouzh ar goantenn Dyveke Willums, ha se ne oa ket evit gwellaat an emglev etrezo. Mamm Dyveke, Sigbrit Willums, anavet e Danmark evel Dyveke Sigbrittsdatter, a oa erru da vezañ gwir c'houarnerez ar vro. Iskisat tra, sede ma varvas trumm Dyveke en 1517, marteze un dakennad kontamm roet dezhi war urzh an impalaer Masimilian, tad-kozh Isabel, ma c'hallas an daou bried skoulmañ an eil gant egile da vat.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h bugel o doe:
- Johann (1518 - 1532).
- daou c'hevell
- Maximiliano (4 a viz Gouhere 1519).
- Felipe (4 a viz Gouhere 1519 - 1520).
- Dorotea (10 a viz Du 1520 - 20 a viz Gwengolo 1580), dimezet da Friedrich II, dilenner Pfalz.
- Cristina (miz Du 1521 - 10 a viz Kerzu 1590), a zimezas div wech:
- Ur mab (1523).
En 1519 e voe kurunennet Christian II e Stockholm, ha setu Elesbed rouanez Sveden ivez. Met e 1523 en em savas Svediz ouzh an Daned ha Gustav Vasa en o fenn oc'h embann e oa eñ ar gwir roue. E Danmark eo an dug Frederik, eontr d'ar roue, a emsavas a-enep Christian II. Goulenn a reas Christian hag e bried digant o c'herent rouaned gwaskañ war Frederik evit ma chomje sioul, met aner e voe. Ha setu ma voe kurunennet Frederik e Viborg e miz Meurzh.
Christian a gavas e kollet ar stourm ha divizout a reas ehanañ. D'an 13 a viz Ebrel e lestras ar roue hag e dud da vont da repuiñ d'an Izelvroioù.
Eno e voent degemeret gant Marc'harid Aostria. Elesbed ne zistroas biken da vro he fried ken. A-raok kuitaat Danmark e kinnigas Frederik dezhi chom er vro gant he bugale, met hi a respontas, hervez a gonter, d'ar roue nevez: "Ubi Rex meus, ibi regnum meum" ("El lec'h m'emañ ma roue emañ ma rouantelezh").